Kinnig an UBAPAR, hon oberiantizhoù hag hor rouedad d’an dud-deuet o teskiñ brezhoneg gant Stumdi pe Skol an Emsav, sed aze pal an devezh !
Awena (e karg eus diorren an dudi brezhonek-gallaouek en UBAPAR) he deus bet tro da gejañ gant danvez buhezourien·ezed ha renerien·ezed ha da ginnig dezho al labour a vez kaset a-benn a vloaz da vloaz gant an aozerien kampoù evit lakaat ar vugale hag ar grennarded da vont da vakañsiñ e brezhoneg.
Tro he deus bet da ginnig oberiantizhoù all an UBAPAR : ar stummadurioù micherel, ar stummadurioù DABU ha DARE e brezhoneg, an niverell, an ostilhoù pedagogel, hag all...
Ar forum-mañ a zo ivez un digarez bep bloaz da adkavout hor c’hevelerien hag a labour war tachenn ar brezhoneg, da eskemm ha da ziwan raktresoù nevez !







