D’ar Yaou 5 a viz Meurzh eo en em gavet an aozerien kampoù e Karaez a-benn silañ un 18 000 pleg-dibleg e goloioù-lizher kaset d’ar skolioù ha skolajoù e brezhoneg e pep lec’h e Breizh.
Peadra da gelaouiñ ar vugale, ar grennarded hag o familhoù eus programadur ar c’hampoù 2026 !
Ar bloaz ’mañ e tigemeromp daou aozer nevez : Ti ar Vro Bro Leon hag a aozo ur c’hamp Sinema da vare vakañsoù an nevez-amzer, ha Cirque à Léon a aozo ur c’hamp sirk e-pad an hañv !
Ha neuze, prest d’en em enskrivañ adalek ar 24 a viz Meurzh da 12e00 ?
Emgav war al lec’hienn www.vakansou-otieus.bzh !







