E karg eus ar gegin, ar prenadennoù, ar c’hempenn e-pad ar stummadur DABU Diazez

Adalek an 11 betek an 18 a viz Ebrel 2026 – e Plañvour (56)

An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Diorren ar Buheziñ war ar maez, a zo ur rouedad kevredigezhioù e Breizh hag a gas war-raok ar buheziñ ha diorren an tiriadoù war ar maez.
E penn ur rouedad 40 kevredigezh bennak emañ. Labourat a ra war meur a dachenn : an deskadurezh d’an endro, an dudi brezhonek-gallaouek, an niverel hag ar meziantoù dieub, ar vugaleaj hag ar yaouankizoù.
Lidet he deus an UBAPAR he 40 bloaz e 2024. Un aozadur-stummañ gant al label Qualiopi eo. Un aotre da ginnig stummadurioù DABU-DARE e Breizh hon eus. Skoazellet omp gant strollegezhioù hag ensavadurioù.

Stag oc’h eus an deskadurezh pobl ? Bet oc’h bet rener pe renerez ur gevredigezh ? Anavezout a rit bed an ekonomiezh sokial ha kengret ? Anavezout a rit bed ar stummadurioù micherel hag ar stummadurioù DABU ha DARE ? Plijet e vefec’h o labourat en ur rouedad ?

Degemer mat en UBAPAR !

➜ PETRA EO HO KEFRIDIOU ?

Bezañ e karg eus ar gegin, ar prenadennoù hag ar c’hempenn e-pad at stummadur DABU :
A-raok ar stummadur DABU
• Eskemm gant rener·ez ar staj
• Kemer perzh en devezh prientiñ a-gevred gant peurrest ar skipailh stummañ : Un devezh a vo raktreset evit labourat asambles hervez ho prantadoù vak. Skrivañ ur raktres pedagogel e liamm gant raktres desevel an UBAPAR.
• E liamm gant rener·ez ar staj hag ar skipailh : Kaout ur preder war ar meuzioù dibabet evit ma vefe boued eus ar vro, o doujañ eus ar c’houlz amzer ha biologel pa ‘z eo posubl. Mont e darempred gant produerien boued ha/pe stalioù ar vro (legumaj, bara, hag all…)
• Prientiñ listenn an dafar a vo ezhomm da gaout (kastelodennoù, torchoù...)
• Labourat gant ar skipailh pedagogel war al lec’h devezh a-raok devezh kentañ ar staj.
Echuiñ ar roll-meuzioù evit an 2 zevezh gentañ. Mont d’ober prenadennoù evit penn-kentañ ar staj. Sikour ar skipailh evit aozañ ha kinklañ al lec’h ma vez ezhomm.
• Ober tro ar savadur gant ar perc’henn hag ar rener·ez evit gouzout resis ar pezh a vo da gempenn ha penoas. Krouiñ skritelloù e liamm an titouroù-se ma vez ezhomm.

E-pad ar stummadur : Bezañ kiriek eus aozadur ar staj
• Fardañ boued evit 42 zen da vare lein ha koan bemdez + prientiñ an dijuniñ hag ar merenn vihan
• Ober ar skaotaj ha kempenn ar gegin
• Krouiñ peurrest ar roll-meuzioù gant ar stajidi hag ar skipailh stummañeus kempouez ar boued hag ezhommoù ar strollad.
• Doujañ eus al lezenadur a-fed boued er c’hreizennoù dudi (mirout standilhonoù pep pred, an etikedennoù, hag all...)
• Mont d’ober prennadennoù e-pad ar sizhun ha merañ ar budjed e liamm gant sikour ar rener·ez (renabliñ an tikiji)
• Fardañ boued gant ar stajidi pa ‘z eo posubl
• Kas ur prantad stummañ tro-dro d’ar boued (lezennadur, buheziñ gant ar stajidi)
• Ober war-dro ar c’hempenn er savadur, ha lakaat ar stajidi da gemer perzh (e liamm gant ar skipailh stummañ)

Goude ar staj : klozañ
• Kemer e karg kempenn al lec’h ha bezañ aketus da adlakaat pep tra evel ma oa.
• Treuzkas tout an dielloù ha dafar d’an UBAPAR (tikiji, an etikenedennoù, hag all.)
• Ober war-dro ar standilhonoù boued (da virout e-pad 3 devezh goude ar staj)
• Chom e liamm gant ar skipailh pedagogel ha gant kenurzhierez an UBAPAR betek ma vefe
diskoulmet an darvoudoù, ma vez lod.
• Treuzkas ar fotoioù tapet e-pad ar staj d’an UBAPAR (poltriji eus ar stajidi o defe sinet an aotre nemetken). Implij a raimp anezho evit ar c’hehentiñ hollek. Arabat skignañ ar fotoioù e-maez ar staj (zoken e-touezh hoc’h eskemmoù personel !)

➜ DOARE-DEN

Bezañ brezhoneger·ez a-feson (komz, lenn ha skrivañ) : Ar stummadur a vo kaset e brezhoneg penn-da-benn.
Kaout skiant-prenet e bed ar buheziñ (kreizennoù dudi, kampoù vakañsoù)
Bezañ gouest da geginañ evit ur strollad bras, ha kenurzhiañ ar roll-meuzioù, ar prenadennoù, ar budjed.
Bezañ tost eus talvoudegezhioù an UBAPAR (boued eus ar vro, o doujañ eus ar c’houlz amzer, ha biologel pa ‘z eo posubl)
Bezañ mennet da dreuskas.
Bezañ gouest da labourat e skipailh.

➜ DIPLOMOU

DABU (BAFA) klok pe un diplom kevatal.
An aotre bleniañ.

➜ DOAREOU-LABOUR

Kevrad CEE 60€/kriz dre zevezh.
1 devezh prientiñ gopret a-raok ar stummadur
Frejoù-hent restaoliet

Lakaat ho anv (lizher-mennañ ha CV)
da gas dre bostel da dudi-laizi@ubapar.bzh adalek bremañ betek ar 4 a viz Meurzh 2026

Ezhomm da gaout muioc’h a ditouroù ?
Pellgomzit da Awena Le Baron-Courtet e karg eus ar stummadurioù DABU-DARE : 06.43.90.75.93