Utopia, krouiñ ha sevel ur film berr ! 📱🎥🎭
Adalek an 19 betek ar 24 a viz Ebrel 2026 e Lesneven - 8/12 vloaz - 427.50 € / 400 €* + 15 €**
Ha ma vefe, miz Ebrel, vakañsoù leun a grouidigezh etre an arvor hag an argoad ?
War tem an Utopiezh e vo ijinet asambles obererezhioù ar c’hamp, rannet prantadoù dudius gant kamaladed nevez ha filmet ur bed utopek leun a faltazi. Savet e vo ganeoc’h ur film berr a vo diskouezet, er-maez eus ar genstrivadeg, e-kerzh ar Chakod Deiz / Noz aozet gant Daoulagad Breizh ha Ti ar Vro Bro-Leon e Lesneven d’an 29 a viz Mae.
C’hoariet ha dizoloet e vo ar maez koulz hag aod brav-meurbet ar mojennoù !
➜ Enskrivadurioù :
* evit bugale o chom e penn ar bed, ** Emezeladur da di ar vro Bro-Leon dre familh.







