Renez·ez DABU Donaat « Natur ha c’hoarioù bras »

An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Diorren ar Buheziñ war ar maez, a zo ur rouedad kevredigezhioù e Breizh hag a gas war-raok ar buheziñ ha diorren an tiriadoù war ar maez.
E penn ur rouedad 40 kevredigezh bennak emañ. Labourat a ra war meur a dachenn : an deskadurezh d’an endro, an dudi brezhonek-gallaouek, an niverel hag ar meziantoù dieub, ar vugaleaj hag ar yaouankizoù.
Lidet he deus an UBAPAR he 40 bloaz e 2024. Un aozadur-stummañ gant al label Qualiopi eo. Un aotre da ginnig stummadurioù DABU-DARE e Breizh hon eus. Skoazellet omp gant strollegezhioù hag ensavadurioù.

Stag oc’h eus an deskadurezh pobl ? Bet oc’h bet rener pe renerez ur gevredigezh ? Anavezout a rit bed an ekonomiezh sokial ha kengret ? Anavezout a rit bed ar stummadurioù micherel hag ar stummadurioù DABU ha DARE ? Plijet e vefec’h o labourat en ur rouedad ?

Degemer mat en UBAPAR !

➜ PETRA EO HO KEFRIDIOU ?

Bezañ rener·ez ar stummadur DABU :
A-raok ar stummadur DABU
• Bezañ e liamm gant kernurzhier.ez an UBAPAR.
Bezañ gouest da respont d’ar goulennoù ur sunvezh d’ar muiañ d’ar goulennoù. Prientiñ ur retro-planning gant dasparzh al labour.
• Prientiñ ar staj gant ar genurzhierez ha gant ar stummerien ha stummerezed all.
Skrivañ ar raktres pedagogel e liamm gant raktres deskadurezh an UBAPAR.
Ret e vo raktresiñ un devezh labour a-stroll ur miz pe zaou a-raok ar staj.
• Mont e darempred gant an den e karg eus al lec’h degemer
Prientiñ al lojistik a-fed predoù, bod, salioù dieub, kenvevañ gant strolladoù all…
• Labourat gant ar skipailh pedagogel war al lec’h devezh a-raok devezh kentañ ar staj.
Echuiñ ar program ha prientiñ mat an devezhioù kentañ. Prientiñ an dafar, an degemer, mont d’ober kefridioù ma vez ezhomm. Aozañ ha kinklañ al lec’h, dizoloiñ an tro-war-droioù,

E-pad ar stummadur : Bezañ kiriek eus aozadur ar staj
• Kenurzhiañ ha buheziñ prantadoù pedagogel, teorikel ha pleustrek. Lakaat ar stajidi da vuheziñ.
• Kemer e karg an aozadur : predoù, bod, merañ an amzer, an treuzdougen, ar c’henweturiñ…
• Treuzkas an dielloù melestradurel d’an UBAPAR : chekennoù, dielloù CAF...
• Bezañ gouest da dapout intrudu, da ginnig traoù.
• Priziañ ar stajidi.
• Bezañ war al lec’h noz ha deiz gant ar stajidi.
• Kemer e karg surentez korf ha surentez spered ar strollad.
• Bezañ aketusoc’h c’hoazh ouzh ar minored.

Goude ar staj : klozañ
• Kemer e karg kempenn al lec’h ha bezañ aketus da adlakaat pep tra evel ma oa.
• Skridaozañ priziadur ar stajidi gant peurrest ar skipailh stummañ
• Chom e liamm gant ar skipailh pedagogel ha gant kenurzhierez an UBAPAR betek ma vefe diskoulmet an darvoudoù, ma vez lod.
• Treuzkas ar fotoioù tapet e-pad ar staj d’an UBAPAR (poltriji eus ar stajidi o defe sinet an aotre nemetken). Implij a raimp anezho evit ar c’hehentiñ hollek. Arabat skignañ ar fotoioù e-maez ar staj (zoken e-touezh hoc’h eskemmoù personel !)

➜ DOARE-DEN

Bezañ brezhoneger·ez a-feson (komz, lenn ha skrivañ) : Ar stummadur a vo kaset e brezhoneg penn-da-benn.
Kaout skiant-prenet e bed ar buheziñ (kreizennoù dudi, kampoù vakañsoù)
Bezañ mennet da dreuskas.
Bezañ gouest da verañ ur skipailh hag ambroug an hiniennoù

➜ DIPLOMOU

DABU (BAFA) klok pe un diplom kevatal.

➜ DOAREOU-LABOUR

Kevrad CEE 70€/kriz dre zevezh.
1 devezh prientiñ gopret a-raok ar stummadur
Frejoù-hent restaoliet

Lakaat ho anv (lizher-mennañ ha CV)
da gas dre bostel da sterenn.leguillou@ubapar.bzh adalek bremañ betek an 22 a viz Gwengolo 2025.

Ezhomm da gaout muioc’h a ditouroù ?
Pellgomzit da Sterenn LE GUILLOU, e karg eus ar stummadurioù DABU-DARE : 06.70.84.04.76