Stummer·ez DABU Donaat « Natur ha C’hoarioù Bras »
Adalek ar 27 a viz Here betek ar 1añ a viz Du 2025 – E Berrien (29)
An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Diorren ar Buheziñ war ar maez, a zo ur rouedad kevredigezhioù e Breizh hag a gas war-raok ar buheziñ ha diorren an tiriadoù war ar maez.
E penn ur rouedad 40 kevredigezh bennak emañ. Labourat a ra war meur a dachenn : an deskadurezh d’an endro, an dudi brezhonek-gallaouek, an niverel hag ar meziantoù dieub, ar vugaleaj hag ar yaouankizoù.
Lidet he deus an UBAPAR he 40 bloaz e 2024. Un aozadur-stummañ gant al label Qualiopi eo. Un aotre da ginnig stummadurioù DABU-DARE e Breizh hon eus. Skoazellet omp gant strollegezhioù hag ensavadurioù.
Stag oc’h eus an deskadurezh pobl ? Bet oc’h bet rener pe renerez ur gevredigezh ? Anavezout a rit bed an ekonomiezh sokial ha kengret ? Anavezout a rit bed ar stummadurioù micherel hag ar stummadurioù DABU ha DARE ? Plijet e vefec’h o labourat en ur rouedad ?
Degemer mat en UBAPAR !
➜ PETRA EO HO KEFRIDIOU ?
Bezañ stummer·ez DABU :
A-raok ar stummadur DABU
• Eskemm gant rener·ez ar staj
• Kemer perzh en devezh prientiñ a-gevred gant peurrest ar skipailh stummañ : Un devezh a vo raktreset evit labourat asambles hervez ho prantadoù vak. Skrivañ ur raktres pedagogel e liamm gant raktres desevel an UBAPAR.
• Labourat gant ar skipailh pedagogel war al lec’h devezh a-raok devezh kentañ ar staj.
Echuiñ ar program ha prientiñ mat an devezhioù kentañ. Prientiñ an dafar, an degemer, mont d’ober kefridioù ma vez ezhomm. Aozañ ha kinklañ al lec’h, dizoloiñ an tro-war-droioù,
E-pad ar stummadur : Bezañ kiriek eus aozadur ar staj
• Buheziñ prantadoù pedagogel, teorikel ha pleustrek. Lakaat ar stajidi da vuheziñ.
• Kemer e karg an aozadur : predoù, bod, merañ an amzer, an treuzdougen, ar c’henweturiñ...
• Bezañ gouest da dapout intrudu, da ginnig traoù.
• Ambroug ha priziañ ar stajidi.
• Bezañ war al lec’h noz ha deiz gant ar stajidi.
• Kemer e karg surentez korf ha surentez spered ar strollad.
• Bezañ e-karg deus ar minored ha bezañ aketusoc’h diouto.
Goude ar staj : klozañ
• Kemer e karg kempenn al lec’h ha bezañ aketus da adlakaat pep tra evel ma oa.
• Kemer perzh e skridaozañ priziadur ar stajidi.
• Chom e liamm gant ar skipailh pedagogel ha gant kenurzhierez an UBAPAR betek ma vefe
diskoulmet an darvoudoù, ma vez lod.
• Treuzkas ar fotoioù tapet e-pad ar staj d’an UBAPAR (poltriji eus ar stajidi o defe sinet an aotre nemetken). Implij a raimp anezho evit ar c’hehentiñ hollek. Arabat skignañ ar fotoioù e-maez ar staj (zoken e-touezh hoc’h eskemmoù personel !)
➜ DOARE-DEN
Bezañ brezhoneger·ez a-feson (komz, lenn ha skrivañ) : Ar stummadur a vo kaset e brezhoneg penn-da-benn.
Kaout skiant-prenet e bed ar buheziñ (kreizennoù dudi, kampoù vakañsoù)
Bezañ mennet da dreuskas.
Bezañ gouest da labourat e skipailh.
➜ DIPLOMOU
DABU (BAFA) klok pe un diplom kevatal.
➜ DOAREOU-LABOUR
Kevrad CEE 55€/kriz dre zevezh.
1 devezh prientiñ gopret a-raok ar stummadur
Frejoù-hent restaoliet
Lakaat ho anv (lizher-mennañ ha CV)
da gas dre bostel da sterenn.leguillou@ubapar.bzh adalek bremañ betek an 22 a viz Gwengolo 2025.
Ezhomm da gaout muioc’h a ditouroù ?
Pellgomzit da Sterenn LE GUILLOU, e karg eus ar stummadurioù DABU-DARE : 06.70.84.04.76







