Emañ Mignoned ar Brezhoneg o tuta 2 buhezour·ez divyezhek evit bezañ e-karg
eus an diwallerez e-pad GBB e Maner Kernod, e-tal Kemperle. Ar gouel a bado eus
ar Gwener betek ar Sul hag an diwallerez a vo neuze digoret d’ar Sadorn ha d’ar
Sul.
Deiziadoù : 05/07/2025 - 06/07/2025 - Eus 11 eur d’ar mintin betek 8 eur noz
Amzer labour : 14 eurvezh e-pad an dibenn-sizhun
Kefridioù :
● Lakaat ar vugale da zizoleiñ traoù nevez , reiñ dezho mareoù plijus ha
dudius e brezhoneg
● Bezañ aketus ouzh ezhommoù ar vugale, doujañs ouzh ar reolennoù
surentez ha yec’hed
● Labourat gant selaou ha madelezh
● Buheziñ e brezhoneg
Doare den : DABU pe kevatal
Gopr : Gopr izek kresk
Doare kevrat : Kevrat 2 zevezh
Darempred : Mignoned ar Brezhoneg
contact@mignoned.bzh
06 11 70 65 92