En distro-skol 2025 e vo digoret kreizenn dudi vrezhonek Patati e Sant-Ervlan (44). Da vugale Bro-Naoned e vo kinniget obererezhioù dudius ha desavadurel hollvrezhonek. Dre ma vo bodet gant kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur e c’hello Patati tennañ gounid eus birvilh ar c’hevredigezhioù a ra gant ar brezhoneg enni. Ar yezh, ar sevenadur, an natur a vo danvez da vuheziñ ar raktres nevez-se. Patati a zo ur respont d’ar familhoù o doa c’hoant da gaout un degemer dudi a glot gant o dibab desavadurel e brezhoneg.
Emañ Patati o sevel e skipailh buheziñ ha renerezh !
Darempred : darempred@patati.bzh