Abaoe 2022 ez eomp daou zevezh eus renk da labourat asambles en ur jit bennak, bep bloaz. En em gavout a reomp etre gopridi ha merourien a-youl-vat an UBAPAR. Labourat a reomp war sujedoù e-lec’h ma vez ezhomm tapout amzer evit prederiañ ha mont war-raok gant hor raktresoù. Goude bezañ bet e Ploubalaneg hag e Terrug e 2022, e Kerlouan ha Lokemo e 2023, e Sant-Kadou e 2024 omp bet e Algam er Morbihan e miz Genver hag hon eus labouret war mont-en-dro ar bodadoù (dudi brezhoneg-gallaouez, BAFA-BAFD, deskadurezh d’an endro, urzhiataerezh ha meziantoù dieub, klasoù natur, renerien kevredigezhioù), ar c’hehentiñ hag ar stummadurioù micherel.
Gant ar skipailh hon eus savet roll an teknikoù-buheziñ hag an ostilhoù a vez implijet ganeomp a-benn lakaat ’barzh ar jeu an izili ha kas war-raok raktresoù a-stroll. Gant ar verourien omp aet war-raok war strategiezh ar bodadoù. Klasket hon eus kavout doareoù boutin da vont en-dro evit an holl vodadoù-labour ha kaout ur sell diavaez digant an izili ne labouront ket boaz er bodadoù-se. Bez hon eus bet ur sell en a-raok evit kas war-raok hon huñvreoù a-benn 20 vloaz. Hag en un doare fetisoc’h hon eus savet ur steuñv evit kas war-raok oberiantizoù er bloavezhioù o tont.
D’ar meurzh vintin omp bet efedus-tre war ar rouedadoù sokial (marteze ho peus merzhet !) rak pleustret hon eus evit sevel hag embann pennadoù liesseurt !
Evit echuiñ omp aet war-raok war aozadur ar stummadur stummerien ha stummerezed hag a labour ganeomp war dachenn ar stummañ micherel en UBAPAR. Degemeret e vo un den arbennikaet war ar c’hoari evit broudañ implij an teknikoù-se e-pad ar stummadurioù. Ouzhpenn da se e vo labouret war roll an devezhioù pedagogel hag war an dielloù-ret implijet en aozadurioù-stummañ.