Bep bloaz e vez nullet kampoù vakañsoù e brezhoneg abalamour d’an diouer a renerien ha renerezed... Ha paket fall bugale, krennarded hag o familhoù da-heul.
Pouezus-tre eo evidomp holl neuze gellet stummañ renerien ha renerezed nevez e brezhoneg a-drugarez d’ar stummadurioù DARE (BAFD e brezhoneg) aozet gant an UBAPAR. Pezh ’zo eo diaes deomp leuniañ anezho ar bloaz-mañ c’hoazh !
Goulenn a reomp ganeoc’h skignañ ar skritell-mañ en ho rouedadoù.
Penaos ober ?
- O pellgargañ, moullañ hag o skritellañ anezhi
- O treuskaz ar postel-mañ d’ho rouedad
- O rannañ an embanadennoù-mañ war Facebook hag Instagram
Sed aze un nebeut arguzennoù a-benn kendrec’hiñ ar vuhezourien ha buhezourezed da vont war-zu ar ren :
- Abaoe un nebeut bloavezhioù e c’heller tremen an DARE adalek 18 vloaz !
- Ur sikour 100€ a vez roet gant ar rannvro evit ar stummadurioù DABU-DARE e brezhoneg (marc’hadmatoc’h eo neuze eget ar re e galleg !)
- Arc’hantaouet e c’hell bezañ ar c’hopridi
- Plijadur a vo, sur !
Bec’h dei’ neuze evit saveteiñ ar c’hampoù 2025 ha kinnig dudioù e brezhoneg liesseurt hag a galite evit ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed yaouank !
➜ En emskrivañ en linenn : https://www.ubapar.bzh/spip.php?article4852
Psst... : Ho DARE ho peus dija met ezhomm ho peus da adneveziñ an diplom ? Poent bras eo neuze en em enskrivañ evit an DARE donaat e miz C’hwevrer !