Aozerien kreizennoù dudi e vrezhoneg a zo en em adkavet d’ar Meurzh 19 a viz Du e Karaez, e salioù ar greizenn nevez, digoret e miz Ebrel, meret gant kevredigezh ar "Culture Loisirs Animation Jeunesse" (CLAJ).
Eskemmet eo bet war skiant-prenet hag araokadennoù pep hini ; labouret eo bet war ur pledenn unvan evit kizidikat an dilennidi, ar familhoù, ar gevelerien da zigoriñ ur greizenn dudi e brezhoneg; war teknikoù pedagogel lakaet e pleustr war an dachenn gant ar vuhezourien ha war an doare da ranañ an ostilhoù pedagogel ha melestradurel etrezo.
Degemeret eo bet liseidi Diwan Karaez eus an hentenn micherel "Buheziñ Bugaligoù Tudoù Kozh" evit eskemm ganto war ar bedagogiezh en ur greizenn dudi.