Ar bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg a zo en em vodet d’ar Yaou 5 a viz Kerzu e Ti ar C’hoadoù, er Chapel-Nevez.
Eskemmet eo bet war strategiezh diorren ar c’hampoù vakañsoù evit an 20 bloavezh o tont, savet eo bet deiziataer kampoù vakañsoù 2025, gweleet eo bet ar strategiezh kehentiñ (rouedadoù sokial, al liammoù gant ar mediaoù hag ar publik...) ha komzet eus diorroadur ar stummadurioù DABU-DARE e brezhoneg.
Un digarez eo evit an aozerien kampoù kenlabourat asambles, eskemm ha mont pelloc’h gant ar raktresoù evit prientiñ brav ha dreistordinal evit 2025.