Goude un hañvezh leun a blijadur e Brezhoneg, setu erru an distro-skol !
Bugel ha krennard brezhoneger o deus bet plijadur da c’hoari er c’hoadoù, da grapat er gwez, da zisken deus tour un iliz, da ranañ ho puhez pemdez gant tud an enezenn, da gaiaki, da vageal, ober war-dro loened, bevañ gant lusk an natur, fardañ predoù a-stroll, da surfiñ...
Leun a vignoniezhioù nevez savet, a barregezhioù desket, hag a eñvorennoù krouet, peadra da c’hortoz kampoù brezhonek an diskar-amzer !
Trugarez d’an aozerien evit lieseurtet ar c’hampoù kinniget, trugarez d’ar skipailhoù buheziñ evit bezañ labouret start da brientiñ, da vuheziñ ha da dreuzkas plijadur ar yezh, trugarez d’ar familhoù, d’ar vugale ha d’ar grennarded evit bezañ dibabet da zont da vakañsiñ e brezhoneg !
Gortoz a reomp e kampoù an diskar-amzer da vare vakañsoù An Hollsent.
Digor eo an enskrivadennoù evit ar c’hampoù :
Poderezh e-leizh ! eus an 19 betek an 21 a viz Here
CowBoy ’ba’n Ti-feurm eus an 19 betek an 23 a viz Here
Krapad er gwez eus an 19 betek an 21 a viz Here
Muioc’h a ditourioù war al lec’hienn vakañsoù-otieus.bzh







