Emvod ar bodad dudi Brezhoneg-Gallaoueg : bilañs an hañv !

Evel bep bloaz eo n’em adkavet ar bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg e miz Gwengolo a-benn ober bilañs an hañv e Ti menez Are.
Meur a aozerien kampoù vakañsoù a oa en emvod : Emglev Bro Douarnenez, Emglev Bro an Oriant, Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV), Ti ar vro Landerne-Daoulaz, Ti Douar Alre, Ti ar c’hoadoù, Ti Menez Are, Ti-feurm Tremargad, Ti ar Vro Gwengamp, Ti ar vro Bro-Leon.

Kinniget ez eus bet ur bilañs pozitivel d’ar bodad :
* 934 bugel degemeret er c’hreizennoù dudi e brezhoneg evit 690 bugel e 2024. 463 buget a zo bet degemeret e kampoù vakañsoù ha 471 e kreizennoù dudi e 2025.
* Dalc’het eo bet an holl kampoù vakañsoù raktreset, ar wech kentañ abaoe 2020.

A-drugarez da energiezh, c’hoantoù ha stourmerezh an aozerien, ar skipailhoù pedagogel, an UBAPAR hag e rouedad eo bet kinniget kampoù a galite d’ar vugale ha d’ar grennarded e brezhoneg. Gwellaet eo bet ivez al liamm gant ar familhoù (lakaet eo bet e pleustr an enskrivadur en-linenn) ha degemeret eo bet skipailhoù buheziñ a-feson.
Bresk eo oberez an ar c’hampoù hag ar greizennoù dudi e brezhoneg koulskoude. A gevred, o deus prederiet war ur raklavar krouidigezh ur poellgor leviañ (comité de pilotage) a-benn kreñvaat, kenderc’hel ha mont pelloc’h gant an dudi e brezhoneg.

D’an 2 a viz Kerzu 2025 en em vodo ar bodad Dudi Brezhoneg en-dro.