Un hañvezh leun a gampoù brezhonek hag a blijadur !

Setu an distro-skol staliet mat goude un hañvezh leun a blijadur e Brezhoneg !

29 kamp brezhonek a zo bet dalc’het e-pad an hañv evit ar vugale hag ar grennarded e Breizh.
934 bugel ha krennard o deus bet plijadur da vageal, da grapat er gwez, da varc’hegañ, da surfiñ...
Leun a vignoniezhioù nevez savet, a barregezhioù desket, hag a eñvorennoù krouet, peadra da c’hortoz kampoù brezhonek an diskar-amzer !

Trugarez d’an aozerien evit lieseurtet ar c’hampoù kinniget, trugarez d’ar skipailhoù buheziñ evit bezañ labouret start da brientiñ, da vuheziñ ha da dreuzkas plijadur ar yezh, trugarez d’ar familhoù, d’ar vugale ha d’ar grennarded evit bezañ dibabet da zont da vakañsiñ e brezhoneg !

Photo : Ti ar Vro Landerne-Daoulaz