Eskemm etrevroadel Penn-ar-Bed / Cornwall evit ar re 13-16 vloaz

Kamp vakañs e brezhoneg / saozneg / kerneveureg evit ar re 13-16 vloaz

E Kerne-Veur e 2016 : 14/7/16 > 23/7/16
E Breizh e 2017 : Gouere 2017
24 perzhiad (12 eus Penn-ar-Bed ha 12 eus Kerne-Veur)
470€
Rak-enskrivadennoù betek ar 25 a viz C’hwevrer.

Petra ’vo graet ?
Komz, c’hoari ha bevañ gant tud yaouank eus Kerne-Veur, deskiñ dezho traoù war yezhoù ha sevenadur Breizh, kaout un tañva d’ar c’herneveureg ha da sevenadur Kerne-Veur, kejañ gant arzourien, ober sport, mont da bourmen war droad ha war velo, anavezout un tamm glad ar vro, dañsal, kanañ ha me oar me… e brezhoneg, e saozneg hag e kerneveureg.
E Tehidi e vo staliet ar c’hamp en ul lec’h brav-kenañ etre ar c’hoadoù hag an aod. Emren vo ar grennarded evit fardañ boued.
An aozerien eus Kerne-Veur o deus spi e vo ar Vretoned yaouank e-giz ur skouer evit ar c’herneveuriz yaouank. Nebeut-tre anezho a oar kerneveureg ha nevez zo emaint o klask reiñ lañs d’o yezh en-dro.

Evit mont da Gerne-veur er bloaz-mañ zo klask zo war brezhonegerien 13-16 vloaz o chom e Penn-ar-Bed, 2 vloaz studi saozneg d’an nebeutañ, prest da lezel ar galleg a-gostez penn-da-benn e-pad 10 deiz (yezhoù ar c’hamp : brezhoneg, saozneg, kerneveureg).

Ma fell deoc’h kemer perzh en avañtur-se, kasit hoc’h anv betek ar 25 a viz C’hwevrer (resisaat ho oad, ho skolaj pe lise, niver a vloavezh studi saozneg ha niverenn pellgomz).
Savet vo ar strollad e deroù miz Meurzh (kriterioù : kempouez paotred / merc’hed ha meskañ tud eus skolajoù ha liseoù disheñvel).
Diwallit : Nullet e vo ar raktres kamp tro an 20 a viz Ebrel ma ne vez ket tapet ganeomp ar yalc’had Erasmus + (Unvaniezh Europa).

Kenaozerien : UBAPAR, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kowethas an Yeth, Cornwall Council
Titouroù ha rak-enskrivadennoù : katell.chantreau@ubapar.bzh