Karget da genurzhiañ ha da ziorren an dudi brezhonek ha gallaouek

85 eurvezh / miz. Adalek ar 1añ a viz Gwengolo 2016.

Kefridi
- Kenurzhiañ, brudañ, diorren kampoù vakañsoù ha buheziñ rouedad an aozerien
- Aozañ ha ren kampoù vakañsoù
- Aozañ ha ren stummadurioù DABU-DARE
- Aozañ ha kinnig stummadurioù baby-sitting ha raktresoù nevez
- Merañ al lec’hienn Labourzo
- Kemer perzh e buhez an UBAPAR (emvodoù skipailh, devezhioù stummañ…)

Doare den
- Dougen talvoudegezhioù an deskadurezh pobl
- Bezañ dedennet gant ar buheziñ hag ar stummañ ha gant an dud yaouank
- Skiant-prenet war ar buheziñ
- Gouzout brezhoneg mat (dre gomz ha dre skrid), gouzout ar gallaoueg ouzhpenn a vefe deuet mat
- Skrivañ aes ha difazi e galleg hag e brezhoneg, bezañ dedennet gant doareoù kehentiñ liesseurt (facebook, lec’hienn web, kazetennoù, radioioù, video…)
- Bezañ emren, gouest da selaou an dud ha da ginnig traoù nevez
- Mestroniañ ar binvioù urzhiataerezh (Libre office)
- Anavezout ar bed kevredigezhel breizhek
- Ouzhpenn : kizidik ouzh ar meziantoù dieub hag ouzh an diorren padus

Diplomoù c’hoantaet
DEJEPS, DUT « Carrières sociales option animation sociale et socioculturelle », BPJEPS « spécialité loisirs tous publics », DARE, DABU…
Prest da zeskiñ diwar skiant-prenet ar skipailh.

Doareoù labour
- 85 eurvezh / miz
- Kevrat labour didermen darn amzer (kevrat sikouret ma ’z eo posubl)
- Gopr : strollad D, Emglev ar buheziñ
- Labour er gêr posupl, emvodoù e Breizh a-bezh, labour gant skipailh an UBAPAR

Lizher en em ginnig ha CV (e brezhoneg hag e galleg) da gas d’an UBAPAR a-raok an 8 a viz Even 2016 : ubapar@ubapar.bzh
Bodad tuta etre an 13 hag an 18 a viz Even.