21 baby-sitter yaouank stummet e Landerne

Kinniget zo bet un devezh stummañ "baby-sitting e brezhoneg" e Landerne, d’ar Sadorn 30 a viz Genver, gant Ti ar vro Landerne Daoulaz hag an UBAPAR. 21 brezhoneger yaouank, 14-18 vloaz dezho, o chom e Landerne ha pelloc’h, o deus kemeret perzh ennañ.
Meur a zanvez zo bet pleustret kerzh ar stummadur-se : darempredoù gant ar gerent, roll ha kiriegezhioù ar baby-sitter, perzhioù hag ezhommoù ar vugale hervez o oad, diskoulmoù posupl da zegouezhioù diaes, c’hoarioù bihan ha rimadelloù e brezhoneg, babig mod implij, goproù...
Kalzig a skiant-prenet gant ar vugale zo gant lod eus ar re yaouank, deraouidi tout a zo ivez, met mennet eo an holl evit ober war-dro ho pugale, e brezhoneg war ar marc’had !
Un eil devezh stummañ vo kinniget d’an 12 a viz Meurzh e Landerne.

Darempred : tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com, 06 33 62 75 15

Filmig savet gant Frañs 3 war an devezh stummañ.