Seier-kein evit dizoloiñ an natur hag ar glad

Dibaoe 10 vloaz ez eo bet kroget gant sevel seier-kein gant dafar pedadgogel enno da vont da zizoloiñ an natur hag ar glad e Breizh. A-drugarez d’ar bodad-labour « deskadurezh d’an endro » en UBAPAR, hag a vod 20 kevredigezh bennak, eo deuet ar soñj-se hag ez eo bet kaset ar raktresoù da benn. An Ubapar a sikour kevredigezhioù lec’hel da sevel an oustilhoù-se. Gopridi pe tud a-youl-vat eo o deus savet anezho.





Seier-kein d’ober petra ?

Reiñ tro d’ar familhoù da vont da zizoloiñ un droiad, en ur vale, gant ur sac’h-kein, oberiantizoù ha dafar enni. Gant ur gartenn pe gant ul levrig pe c’hoazh gant poentoù war an hentad e vez heñchet an dud. Gellout a reont mont d’o lusk ha tremen an amzer a fell dezho war kement poent a zo da zizoloiñ. Dre vras e vez digoust pe tro 3 € feurm ar sac’h. Disheñvel eo an doareoù da gavout ar sac’h : en ofis an douristed, war ul lec’h touristel, en ur gevredigezh…Ha disheñvel eo ar pezh a vez kavet e pep sac’h.

9 sac’h evel-se zo e Breizh. Re all zo war ar stern.

Lod all zo bet graet a-ratozh kaer evit kreizennoù dudi pe evit mont da zizoloiñ bord ar mor kentoc’h...

Ar mennozh : c’hoari, fiñval, ober, labour-dorn, arz (land art…), sellet gant lunedoù-hirwel, implij ar pemp skiant (c’hweshañ, sellet, selaou, tañva, touchañ… Da skouer : puzzle, lec’hiañ skeudennoù war ur savadur, sellet ouzh al laboused pe an amprevaned, mouchañ an daoulagad, c’hoarioù bihan… Kaout ur sell nevez war lec’hioù ha gweledvaoù anavezet dija pe get !

Feurmiñ seier-kein, e pelec’h ?

E Penn-ar-Bed

* 5 sac’h-kein e Bro an Aberioù (ofis an douristed) :
- Korn ar Gazel e Sant-Pabu 2,5 km war vord ar mor
- An aber Benead e Treglonou 1,5 km war vord an aber
da feurmiñ e Ti an Aberioù 3 € + mont-tre disgoust en ti an aberioù (diskouezadegoù)
- Sant Laorañs, Plougerne
- Plougin, ti-bara
- Lanniliz

*Abati ar Releg e Plouneour-Menez : natur ha glad 1,5 km, 3 €
graet gant ar aozadurioù « A-hed ar C’hefleud hag ar Penzez » ha « Gwenodennoù Glad Penn-ar-Bed » (Au Fil du Queffleuth et de la Penzé, EPCC Chemins du Patrimoine en Finistère)

* Milin Kerouat e Komana : natur ha glad 1,2 km

Er Morbihan

* Lanneir Monteneuf 2 gilometr 10 €
e kreizenn al lanneier pe e alberti ar c’hoarierien (Auberge « les Voyajoueurs »)

* Enez ar piged, Sant Visant an Oust 2 gilometr
La Fédé, Redon

Gwelloc’h eo mirout ar sac’h en a-raok pa c’heller (dre bellgomz pe internet).

Titouroù resisoc’h

sacsadosbretagne.ubapar.bzh
Facebook : Sacs à dos en Bretagne