Servijoù ha skoazell d’ar c’hevredigezhioù

Ambroug ha kinnig servijoù d’ar c’hevredigezhioù
A-wechoù e c’hell bezañ digoust ar re-mañ pe da baeañ. Hervez meur a elfenn eo : ma ’z eo ezel ar gevredigezh ouzh an UBAPAR pe get, an emouestl en do an UBAPAR da gaout (kementad a labour, fredoù-hent) ha daoust-hag eo kefridi pennañ an UBAPAR d’ar mare-se. Gwelloc’h dont e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.
Buheziñ strolladoù-labour
Tri bodad-labour a zo eus outo abaoe pell : an endro, an dudi brezhoneg ha gallaoueg, ar BAFA ha BAFD. Strolladoù-labour all a c’hell bezañ aozet ma vez ezhommoù gant an izili (da skouer en-dro d’ar c’hreizennoù-degemer, stummadur ar vuhezourien a gas prantadoù TAP…).

Sikour da sevel raktresoù :
- lakaat war baper ar raktres
- adlenn an teuliadoù goulenn yalc’hadoù
- sevel budjedoù ha steuñv arc’hantaouiñ
- sevel kenemglevioù
- sevel teuliadoù evit stummañ an dud a-youl-vat

Prizachañ
Gellout a ra an UBAPAR kas DLAoù (Doare Lec’hel da Ambroug). Dodennoù : diorren ar gevredigezh, adwelet raktres ar gevredigezh, reiñ nerzh en-dro d’ur gevredigezh gwanaet, merañ ha buheziñ ur skipailh, kontaouriezh ur gevredigezh...

Aozañ pe kenaozañ stummadurioù,
buheziñ pe ken-buheziñ stummadurioù gant an izili pe ar gevelourien

Da skouer : Penaos aozañ ur c’hamp vakañsoù ? Penaos aozañ kontaouriezh ur gevredigezh ? Penaos buheziñ « gant » an natur ?

Prestiñ dafar pedagogel
Un toullad ostilhoù buheziñ ha stummañ a zo bet krouet ganeomp, pe e vefe gant hon strolladoù-labour pe gant an izili, gant sikour an UBAPAR. Maketennoù, malizennoù, diskouezadegoù, embannadurioù a zo bet savet war dachennoù a bep seurt : an dour, al lastez, ar beveziñ, ar gweledvaoù, an diorren padus, ar boued, bord ar mor, abadennoù-buheziñ e brezhoneg…
Er mare-mañ e labouromp war seier-kein evit mont da zizoloiñ an natur ha « mont er-maez », da vat, evit tostaat ar familhoù hag ar c’hreizennoù dudi ouzh an natur.
An darn vrasañ eus an ostilhoù-se a vez prestet pe feurmet d’ar c’hevredigezhioù.

Servijoù teknikel
- niverenn digoust evit emzivizout dre bellgomz
- skoazell war ar stlenneg : disac’hadur, adaozañ ar stlenneg, dibab ar meziantoù ret, - kevrata evit ober war-dro an traoù, gwarediñ an dielloù, sevel un diaz-titouroù, ul lec’hienn e-lec’h ma c’hell an dud kemer perzh warni war ar genrouedad
- war-c’hed cheñchamantoù pa vezer implijer (emdroadur al lezennadur)
- servij goprañ : sevel disklêriadurioù unan enfredañ (DUE), follennoù-gopr, disklêriadurioù sokial, dielloù klozañ kevradoù labour, evit ar c’hevredigezhioù e vez implijet gante nebeutoc’h eget 9 den. Ur c’honvañsion "dispositif Impact Emploi" zo bet sinet etre an UBAPAR hag an URSSAF.
- brudañ oberiantizoù (da skouer ar c’hampoù vakañsoù).