Cow-boy ba ti-feurm Tremargad

Kamp vakañs / 23-28 a viz Here 2017 / bugale 7-13 vloaz / 230€
Faotañ a ra deoc’h bevañ e-mesk al loened hag e-kreiz an natur ? Deuit ganeomp neuze ! Evit an hañv ‘vimp dindan teltennoù indianed gant ar c’hezeg tro-war-dro. Ar re-se a gaso ac’hanomp war gwenodennoù Tremargad. Mod all e c’hellimp bezañ un tamm war ar feurm, mont da fleukañ ‘ba’r sterioù, ober « land art » ha klask mein prizius. Debret vo krampouezh, bara ha pizza graet ganeoc’h ‘ba’r forn ha kontañ istorioù ‘tal an tan. Evit an diskar-amzer ‘vimp ‘barzh an ti bras, tostoc’h ouzh ar feurm. Goude bezañ goroet Penn Gwenn, Penn Ruz ha Penn Kalet ha bout graet war-dro al loened all ‘vo dastumet frouezh an diskar-amzer. Ha ‘benn neuze ez aimp da vale gant ar c’hezeg a-dreuz ar parkeier hag ar c’hoadoù. E fin an deiz ‘vo moiaen da ziskuizhañ ‘tal an tan, o kanañ pe o c’hoari.

Titouroù hag enskrivadurioù :
Feurm Tremargad
Guillerbot
22110 Tremargad
02 96 24 51 42
tremargat@wanadoo.fr
http://lafermeatremargat.fr